Transcript: Gwerz war dismantr Lestr ar "Pourquoi-Pas ?"
TRANSCRIPT:
Gwerz war dismantr Lestr ar "Pourquoi-Pas ?"
(war ton : « Ar vagerez yaouank »)
KENTA PENNAD
Hor bro gaer a Vreiz-Izel, ken kiriec d’ar walen,
A deuz kollet adare darn he gwella mibien ;
Beuzet holl gant eun taol-mór, siwaz deomp ’vit ar bloa !
War eul Lestr vrao, ken brudet, hanvet ar Pourquoi Pas ?
Al Lestr-man oa prientet vit mont da zizolo
An daou benn pella d’ar Bed, gant an Doctor Charcot,
Vit gwelet petra dremen en diou vro leun ar skorn,
Lêch ma oa bed pell raog, en tû all d’ar c’Hap-Horn.
Ogen, breman ’oa prest braz da gerz war ar penn all,
Da veg Anter Noz, hanvet, ar Pol Nord en yez Gall ;
Met kent kwitad an Island êo bed a greiz-holla
Tiset gant eur barr-arne demeuz ar re wasa.
Stropet ha ken distropet gant an avelou foll,
E fraillaez war ar garrek, ma c’haez a bez da goll !...
Deuz an holl dud ’oa warnhi tud gwesti ha paotret vad,
Unan hepken, Gonidec, a zo bed savetad.
Meulomp ar paotr kalonec ! chomet keit all en dour,
Pa neuz war eun tamm plenken trechet ar mor treitour !
Met allaz ! he gentsortet, en kreiz an noz tenval,
Pa ne oa den d’o zikour, ’zo kollet lestr hag all !
Sonjit en dismantr spontuz ? Tud o c’houlen zikour,
An eil digant egile, kent mont da fonz an dour,
En kreiz garm ha gopadec, krôz ar môr dirollet !
An avel zod o yudal, en gwerniennou drastet !
Charcot, den mad ha gwirion, karet gant paotret Breiz,
Oa en ho mesk ker mantret, spouronet holl he greiz !
Ma ’rae met hûennadi, goela gant an drûez,
N’eur laret dé er maro, « keno bugale gaez ! »
Vel-se. daou ha daou-ugent, Brêtonet holl, karje,
Zo beuzet er môr garo ! ’lêc’h e chom kalz outhe ;
Rag an anter braz, siwaz ! n’eint ket bed c’hoaz kavet,
Ar pez a lak ho zud kaez kalz muioc'h ankeniet
An anter all, korfou paour ! gand ar môr distolet,
Zo breman duman-duhont, en ho beziou kousket !
Unanet holl er maro, deze gloar bar enor !..
Ar peoc’h paduz d’ho ene en baradoz Arvor !
Met dirag kollou ker gwaz, ’beurz ar walen digar,
Hor c’halonou, mignonet, ’zo karget a c’hlac’har !
Hor sperejou trubuillet, o sonjal en enkrez,
Hag er walheur diremet a boez war ho zud kaez !
EIL PENNAD
Gwelit na trista doare, na gwasa planeden !
A zalc’h da skei didrûe, war Breiziz penn-da-benn.
Dre ma veint prest en pep lêc’h. ha barz en pep amzer,
Da vont lêc’h ma veint galvet d’ober reiz ho dever.
Rag kredab war al Lestr-man, a benn dont de sturia,
Oa red kaout tud gwiziec ha dispont en pep tra ?
Ma oa gret eur gwir dibab war Breiziz adare,
Prest atao de n’em westla, beteg koll ho bûe !
Charlez ar Guen, bed warnhi bepred en pad dek vioa,
Neo gwelet sklaer er c’heit-se ’vanke dezi netra ;
Rag despet d’ar gwell amzer ha d’an avelou foll,
Ne oa ket bed, emezan, biskoaz c’hoaz en argoll ..
Hag hirie, gwelit tud kaez ? éo aed da fonz ar môr
En despet d’ar skianchou, da dud nerzuz Arvor ?
Allaz ! eneb an Darvout, ne dal ket enebi
Pa sko warnomp he zaoliou ëo red plega dezi.
Kement-man ’zo koulskoude deomp holl er gentel vad
Da zont de n’em brederia, ’vit stourm deuz pep gwell stad
O welet homp ken dister ! greomp mea culpa,
O trei diwar skoasellou, lěc’h na chom karr ’n’he zâ.
Da c’hortoz, meulomp ar re ’deuz rôet ho bûe,
Vit eur stad ken enoruz ! deze gwir drugare :
Vit Breiz ha Franz hint marvet, war hent braz an dever
D’hom zro greomp hon hini dre holl en ho c'henver ?
Eun darn a laez war ho lerc’h pried ha bugale,
Kerent tost, holl en lac’har o tougen kanvou dé
Keměromp peurz en ho foan, pep den ervez hè stad,
O kass dê dre Gomite hor prof gant hor mennad.
Sonjit e m’aint c’hoaz en poan, goude gwell galonad,
O skwill daelou noz ha de, gant keun d’ho faotret vad,
Mar d’êo red deomp, kenvrôiz, rei dé nerz ha skoazel.
Vel o deuz gret a viskoaz bugale Breiz-Izel.
Kaera dalc'h d’an den aman êo merk ar garante,
Dreist holl pa deu an eil paour da rei dorn d'egile ;
En deïz mo veomp unanet war-ze, braz ha bihan,
Ar bec’h a vo kalz skanvoc’h d’an heb a zo en poan.
Prenit ma Gwerz pěvar rael, lěc’h m’o deo eul loden,
Yêl dé, dre ar Gomite, tre beteg ho lochen :
Kesomp ar brud vad ouzimp o rei harp d’hon nesa,
Hag o terc’hel beo n'hon toez memor ar Pourquoi-Pas?
Ch. ROLLAND.
Mortolot koz, Fourrier-Vaguemestre sur la Dives
à Nouméa, 1885-86.
Imprimerie Louis BOCLE, Morlaix.
- Title
- Transcript: Gwerz war dismantr Lestr ar "Pourquoi-Pas ?"