Transcript: RECIT DAOU VALHEUR
TRANSCRIPT:
RECIT DAOU VALHEUR c’hoarvezet var ar mor
Var ton: Santes Mari, Mam Doue, en pep amzer Guer'ches
Gant glachar he nem c’halon e c’han da zisclerian
Eur malheur so choarvezet vit er bla divisan
Gant pelerinet santel bet da ze ar pardon
Ebars en Sant-Yan-ar-Bis gant guir devotion.
Eur malheur epouvantabl a squillas ar c’hanvo
Hac ar gonsternation en cals ha famillo,
En sant Pol hac en Roscoff mantret he ho c’halon,
Doue da rel deze ners ha consolation.
Da vouel Yan d’eus ha Baimpoul he c'he bet partiet
Ar vatimant Melani peni oa commandet
Gant an daou Abariou, ar maestro ha patron,
Deuet he c’hing da Sant-Yan da gastud d’ar pardon.
Bezan he oa uguent den n’ho batimant gante
Pere nifoa promettet dont da Sant-Yan gant fe,
Comprenet an equipach he oang daou-voar-n'uguent
Pa zing prest da bartian he nem lacjont en hent.
Pere oa bet an de-se ebars en assemble
Hac he retorne dar guer contant evel aele,
Pa zeo gant an tempest ar vatimant troet,
Gant ar spont hag ar spouron oll he voang quemeret.
Ar patron he so blamet da vezan n’em dromplet,
Mes sur on ne voar hini petra azo quiriec
Me c’hoarve casi bembe quement ha valheurio
Hac he goust da quen lies a zen ho bueo.
Bezan he oa eur spectacl an tristan da velet,
Rac ar mor he n’em gave d’ar c'houls-se goloet
Dimeus ha bennou humen he n'eur reguen formet
Hag he oa en gouirionne evel eur chapelet.
Pere oa nem gramponnet an eïl ous eguile
Ha pa c’heo sovetad ar c'hentan deus an'he
He oang eun dousen benac crog gant ho c'hrabanno
Ebars en fin ar reguen he oa tri corf maro.
Bars er vag he vou deuet da reï sicour deze
Muya me so bet gallet so dastumet an'he
Bezan he oa eur marin bars en ho mesq ive
Hag he n’eus he nem nanvial gonneet he vue.
Bezan oa c'hoas eur buguel bars en mesq ar real
Hac e so n’em soveted ive he n’em nanvial.
Ar patron he n'eus cavet eur roc'h d'en sovetad
Hag eun embarcation he so et d’en guerc'had.
Dec personnach benaquet he n’eus bet gant Doue
Ar c’hraç n’eun danjer quen bras da c'honnet ho bue
An nombr d’eus ar victimou n’int quet c’hoas hanavet,
Bezan he ra diounte eun uguent benaquet.
Clasquet he ze bet er mor gant pep sort benvio,
Tennet he so diountan seis ha gorfou maro,
Chetu ar bedervet goech, herve so lavaret,
Vit er memes batimant da vezan angloutet.
Dindan an direction d’eus ar memes patron,
Souhaiti he ran deze, d’eus a greis ma c'halon.
Ar c'hraç n'arife gante james en nep malheur,
Pidi ran Doue da rei deze muy ha vonheur.
Ha da quement batimant ha vale voar an dour,
Digant an oll galloudee goul e ran d'he sicour;
Eun hanter-cant den benac he n'eus renquet mervel
Bars en fin mis Mezeven en morlou Breïs-Izel.
Mar so eun ine benac aneze retardet
En poangno ar Pugator, balamour d’he bec'het,
Leromp eun De profundis ma plijo gant Doue
Reï d'he joa er barados hed an eternite.
Leneindre, Jean-Marie
- Title
- Transcript: RECIT DAOU VALHEUR