Transcript: Pense an "Hilda"
TRANSCRIPT:
Euz a Vro-Zaoz e teuent graet o bloaz ha laouen,
Yaouank an darn anezo, lod bugale zoken;
E kov al lestr-tân Hilda e kanent an distro :
Euruz nep ’n eua ket ezom da vont kwit euz e vro!
Etre roched ha kroc’hen, goazed penn-a-vandenn
En o gouriz lêr kaled a gloze aour melen,
An aour-ze hag a dlie trei lugern e beziou
E bevanz hag en eurvad da galz tiegeziou.
Rag edo deut evito koulz ar beilhadennou,
An diskwiz e korn an tân hag ar c’hontadennou;
Ha meur a hini yaouank a dride ’n eur zonjal
Edo evit an eured o douz oc’h o gedal.
E kreiz eun denvalijen ken du hag an ifern
E kroz mouez vraz an avel hag ar môr a dregern;
Ezel al lestr a orjel gant an tarziou : n’euz forz!
Eur sturier mad o deveuz hag ema tost ar porz.
Mez kerkent eur strakaden : Petra ’zo? Petra ’zo ?..
Eur martolod a lavar 'n eur redeg ’biou d’ezo:
« Ar stur ! aet eo kwit ar stur ! » Hag an holl da devel,
Ar spount o kregi enno, hag an oll da zevel.
Al lestr paour a dec’h Breman, distur, gant e frouden.
Ha da beleac'h o c'haso gant herr e redaden ?
Euz e bost, ar c’habiten hen dinec’h da welet
A gemen eun dra bennag ha ne c’haller klevet.
Henvel ouz eun tenn kanol eur youc’haden a zao :
« Rec’hel! rec’hel en hon raog! » Kerkent, en dourbill c’hlao,
Eur stok spontuz ha safar hag an daouarn en ear,
Hag eur c'halvaden, unan, divent e kreiz ar barr!
Piou a lavaro biken ar c’hemmesk, an drubuilh
Hag ar stourm araog mervel en tarziou o tiruilh?
Ouz tammou koat, er gwerniel, en deleou a yud
Ema krog gant o ivin evel eur brankad tud.
Oll, o nervennou stegnet, o lagad digor braz,
En eur grena gant anoued, gant terzien ha gant glaz,
E c’hedont sikour na deu... A damm dre damm bep eur,
Ar brankad a rouesa, n’euz gour abarz nemeur!
Eur paotr yaouank a Gleder an doa bet an eurvad
Da c’hellout ouz ar rec’hel gant kalz a boan pignat,
Pa glevaz ouz e c’hervel e vreur bihan e traou,
Hag hen lammet d’e zikour... Beuzet int bet o daou.
Tud keiz, war-nez da lakât o zroad ouz douar Breiz,
Edo neuden o c’haloun o tridal en o c’hreiz,
Ha setu ma sank enno kildent eur roc’h garo :
O mousc’hoarz a zo sklaset gant droukliv ar maro.
C’houeac’h hebken o deuz gallet kavout o zamm buez;
Ouspenn kant a zo choumet er mor doun da c’hourvez,
An darnvuia Bretoned ! O breudeur, mar gallfemp
Rei eur pok da vihana d’ho tal, d’ho pleo distremp!
Paourkeaz relegou kollet, mar gallfed he kavout,
Mar gallfed monet hebken hed a hed war ho roud,
Gant pegen braz levenez e vijec’h dastumet !
Gant pegen braz karantez e vijec'h briatet ?
***
Hegen ar mor ’n euz lazet ha dalc’het ho korfou,
Nhall, ker krenv ma ’z eo, laza na derc'hel hoc’h eneou.
Ar feiz a yoa ’n ho kaloun, feiz stard ar Vretoned :
Eur beden war ho tiweuz c’houi a zo tremenet.
Beza e oant kristenien hag oll kristenien vad,
Labourerien Plouezoc'h, Sibiril, Plouescat,
Re Blouzevede, Cleder, Roskoff ha Plouenan,
Re Gastel, Treflez, Plougoulm ha re Dreflaouenan.
Marz eo nag en doa fizians en e Vamm euz an neac'h
An den yaouank a gevjod chapeled ouz e vreac’h;
Hag hounnez a yoa ivez eur plac’hik a galon
A krivaz araog mervel : « Va breur, ped evidon! »
Euz strad o linsel finvuz e c’houlenn an anaon
Eur c’horn-douar benniget, kân Iliz ha vaskaon,
Hag ar môr gant pizoni a zilounk ouz an aot
Korfou blonset gant an tarz ha morliv o dioujod.
***
Eur gwall-reuz peurliesa pa zispak e graban,
Pa zailh gant e zremm euzus, ne deu ket e-unan :
An eil tarz-mór a beurc’hra labour an hini kent;
Gant skei, ec'h had an Ankou hirnez, goelvan, skrigndent!
D’ar c’houlz ma tlier tanva bara mad ha dudi
Setu n’euz ’met dienez ha kaon e-barz peb ti,
Ha pegeit eo da badout ho reuz, ho naoun, mamm geaz ?
Ar paotr a c’hello gounid ’zo war ho parlen c’hoaz.
Ha te, den koz daoubleget, piou harpo da gozni?
Piou ’glozo da zaoulagad en-berr pe dremeni? —
Eat eo da vuia-karet, plac’hik, eat eo d’anaon ! —
Intánvez da zeitek vloaz, gwisk da vantel zu-kaon!
Ar mor epad pell amzer a darzo c’hoaz en aot,
Avel ar meaz en teven pell c’hoaz a zuilho geot,
Ha siouaz pell pell ivez e talc’hint beo envor
Ar gwall-bense tud yaouank ha rann-galoun Arvor.
An daoulagad entanet n’o deuz mui a zaelou,
Ar c’hlemvan a zo torret : e doun ar c’halonou
Ar c’heuz, trouz ebet gantan, en em zilet a-ruz,
A grign kig beo ar gouli dre zindan hag e-kuz.
A bell, me ’gav d’in gwelet an nozvez beilhaden,
Ouz taol, an tamm boued debret : na grik na mik gan den;
Daou, tri skaon a zo goullo, skahviou ar c’hez anaon,
Ar re vihan ne gredont sellet outo gant aon.
An oll ’zo pleget o fenn; er meaz, eur gaouad c’hlo...
Hag oll ez eont a spered da rec'hel Sant-Malo,
E doare pelerined beteg eur bez santel,
Hag eno sioul, heb finval, e choumont diskabel.
Ha kredi a reont gwelet evel d’ar zadorn noz
An Hilda gant mor diroll o tonet a Vro-Zaoz;
Gwelet a reont an dispac’h, ar flastr, an tremenvan,
Hag ar c’horvou a-stribilh abarz koueza dindan.
Hag ar galv, ar youc’haden, an hini diveza,
He c’hlevet a reont skiltruz... Hag an tad koz ’n e za
Trumm da rei sikour. .. Siouaz! Hag hen divorfila!
Hag en em welet er gear ha diroll da ouela !
***
Setu aze, Kristenien, stad ho kenvroiz keiz!
M’ho ped, en hano Doue hag hon bro ger a Vreiz,
Na nac’hit ket rei d’ezo skoazell hoc’h aluzenn,
Ha kas vit o re varo da Zoue ha pedenn.
GLANMOR
- Title
- Transcript: Pense an "Hilda"
Part of Pense an "Hilda"