RECIT Composet a neve var sujet eur Malheur erruet en parouz Pleuveur-Bodou, e miz c’houerver 1844
- Ballad Title
- RECIT Composet a neve var sujet eur Malheur erruet en parouz Pleuveur-Bodou, e miz c’houerver 1844
- Indicated Tune
- Ton anavezet
- Ballad Location
- Abbaye Saint Gwenolé, Landévennec, FV-L-09-021
- Digital Source
- Kanouennoù eus Breizh moullet evit ar bobl, Dataeg follennoù distag (Breton songs on popular prints, Broadsheets database)
- Event Date
- 02/1844
- Event Location
- Pleumeur-Bodou, Brittany, France
- Imprint
- Lanhuon, intanvez Ar Goffic, mouler-levrer.
- Printing Date
- s.d.
- Printing Location
- Lanhuon, France
- Printer Name
- Le Goffic
- First Line
- Drindet santel hac adorabl
- Port of Origin
- Sept-Iles, Canada
- Intended Destination
- Plumeur-Bodou, France
- Cause of Shipwreck
- collision with rocks
- Number of Casualties
- 15
- Number of Rescued
- 6
- Category
- Disaster and Wonder Ballads
- Sub-Category
-
Shipwreck Ballads
- Language
-
Breton Ballads
- Other Media
-
Transcript: Recit composet a neve var sujet eur Malheur erruet en parouz Pleuveur-Bodou
TRANSCRIPT:
Drindet santel hac adorabl,
Bezei em andret favorabl :
Reit d'io ar c'hraç da recita
Ar malheur an truezuça.
Autrou sant Pêr, me ho suppli,
A c'houl ive, Guerc'hez Vari,
Reit din ar c'hrac hac al lumier
Da c'hallout scriva var baper.
Evit recita eur maleur
Arruet en parouz Pleuveur,
Gant pemzec des a so beuzet
Evit mis c'hoervrer tremenet.
An autrou n'adjoant hac e bried
Neus entreze autreprenet
Monet, siouas! evit ar bloaz
Da Gentilez da vizina.
Pa neus aunoncet e c'haje
E voa joaus tudfar c'hontre :
Cat eure tud ca abondanç,
Dre ma voa den a gonsequanç.
Deus ar beure pa int savet,
An devez ma vos asinet,
Ex int êt di d'ho dijuni,
Evit mont d'an od d'ambarqui
Deportit c'hoas hac e cleofet
Piou voa er gober ambarquet :
Louiz ar bivic, e vap ena
A voa ambarquet da guenta.
Louiz ar Bivic, Jacquez ar C'hor,
Fanch ar C'halvez bac ar Minor
Pipi ar C'houls, ar c'habiten ;
Ervoan an Allan, lan ar Flem.
Fanch ar C'here, Ervoan ar Gô,
Ar Boubennec ha Louiz Oelo ;
lan ar Poncin, Jilo ar Gô,
Ar Penvoan, Jaequez al Lanno.
Ervoan ar Bivic, Jan-Mari Briant,
Ar Barazer ba lan Vêtrand.
Ha Mari-Louiz an Heri,
Na voa feumeulen nemerti.
Mont a rejont josüsamant
Da Gentilez en eun instant;
Gant Cals a joa bac a gourac'h
O deveus carguet ho fasaj.
En eun dro ez int deut er maez
Demeus ar porz a Gentilez,
En esper dont da finisa
Da voas Penvoern da discarga.
Ar bevien guez na vouient quet
Petra voa deze destinet,
Voa laquet o devez gant Doue
Evit finissan ho bue.
Sortiet ez int asamblez
Diou Gober eus a Gentilez,
Mes goasan malheur ho deus bet,
Ar Flanchec ho deveus quittet.
Ho sonjal dont dre ar rout berra,
Evit arruout da guentan,
Int deut dre od ar Goulmedec,
Lec'h voa 'n nombr bras a guerrec.
An nôz a n'em rentas sombrus,
Pa voant en andret malheurus,
Hac ar gober na leoïe quet,
Ma voant touchet var eur garrec.
Gaude beza touchet ar garrec,
Ar gober n’em gav offrajet,
Hac a deuas da guemer dour
Hep a hellent en em sicour.
Pipi ar c'houls, pa neus santet,
A lavar d'he vartolodet
Na diampechan ar c'hanot,
Evit commanç cas tud d'an od.
Louis Oelo, pa neus clevet,
Diampec'h ar chanot a neus gret,
Ha laquat anezan var flot
Evit commans cas tud en od.
O Doue, pebez calonat!
O voelet ar c'hanod o quitat :
Ma savas glac'har bras ha cri
Gant an dud paour o quiniadi.
Ma crient oll, a vouez huel :
0 ma Doue, red eo mervel!
Autrou Sant Pêr, porcher an env,
Hon recommandet da Doue.
Fanch-Mari 'r Bivic, ar Minor,
Re guenta a iez gant ar mor;
Jacquez ar C'hor, a galon vad,
A laz en aviz o c'herc'hat.
Aben ma voant bet distroet,
E voa ar gober avouillet :
0 Doue, pebez calonat!
Ne vos den 'vit o sauvetat.
Louiz ar Bivic a guiniade
Deus e vreg hac he vugale :
« Adieu, ma fried, ma bugale,
N'en em voelfomp quen en bue.
Ar buguel paour, pa neus clevet,
En querc'hen he dad eo lamped:
«O ma Doue, ma zadic quez,
Ni renq perissa asamblez!"
Evit ho ene caeran grac:
A greiz ho spouron hac ho glas,
E teu Jesus d'ho c'honsoli,
D'ho c'herchat d'an env d'en meuli.
Uz d'ar gober eur sclerijen
A voa bet guelet o tisquen.
A zo disquennet voar ho bag
Da guerc'hat ho ineou mad.
Jilo ar Gô a deplore
Da vourg Pleuveur pa dostae :
"Penos, 'mean, antren er guer
D'annons ar malheur er c'hartier.
»'Tro Doue, ma mestrez vad,
Eman so dec'hu calonad.
Clevet ar malheur erruet :
O querent nessan so beuet.
"Sortiet a voamp oll a c'han :
Uguent voa anomp hac unan,
Ha n'omp distroet nemet c'hoec'h;
O goasan malheur e c'he dec'h.
" ––Possubl a ve, Zalver ar bed,
A ve bet beuzet ma fried,
Ma breur, ma niz ba ma buguel.
Glac'har a meus beteg mervel.»
'De varlerc'h ar beure, p'e savet,
D’a n ofern vitin ez e êt,
Da offr da Doue he c'halon
Ha da c'houl consolasion.
En bourg Pleuveur a zo glac'har,
Ma zo en plas var an douar,
Pa voa ar malheur annoncet
Gant ar person en ofern bret.
Oll ezint bet epouvantet
En iliz sant Pêr viniguet,
Pa c'hê bet clevet ar belec
O c'hervel ane o vemzec.
«Heman zo'r malheur en hon touez:
O vean gret seiz intanvez,
Pemp-a-tregont a vinoret
Ha diou a orphelinezet.»
Bras eo ar glac'har so savet
Neuze gant an intanvezet ;
Ne devoa den o c'honsolje,
Nemet ar mêr, henez a re.
An autro mêr, pa n'eus clevet,
A lavar d'an intanvezet:
«Tevoet, groagez, n'em gonsolet,
Vit bara dec'h na vanquo quet."
Pa voa an ofern achuet,
A voa gant ar mêr ordrenet
Mont da êsat sevel ar vag,
Ma voa possubl e sauvetat.
Na neuz quel galtet e c'havet,
Nag hini deus an dud veuet :
Ar glac'har zo c'hat commancet
Gand an dud paour, pa n'int eavet.
N'a n'euz cat hini deuz ane
Quen a voa trivoac'h de goude,
A zo daou ane cavet :
Jacques ar C'hor, ar Boubennec.
Neuze voa cavet lan Vêtrand,
Ar barazer hac an Allan ;
Na voant quet anaveabl,
Nemert deus ho zammo dillat.
Deus kichen an de ma voant collet
Beteg an de ma vonnt cavet
A zo bet c'hoec'h miz a amzer :
Cat ez int tout nemert pever.
N'en euz parouz ebars er vro
Evel parouz Pleumeur-Bodou:
Eman ar bevien en tie,
Fournisset ho bara deze.
Ar re incapabl zo bevet
Hac ar re glan a so soagnet :
Ar vinoret so soutenet,
Hep n'en deus defot den ebet.
En Kerzuel, ar c'hont Champagni
A vev tregont paour en he di,
Ha c'hoas a lar e quemerfe,
Quen lezel den en paourente.
An autrou mêr hac an adjoant,
Ha Colas Nicol, quer contant,
A lar o derc'hel en tie
Ha doubli he aluzen de.
Pipi Barzic, 'n autrou ar C'hoz,
Ar veleïen, Catho ar C'hor,
Guillaou ar Bail hac ar Marec,
A ra sicour d'ar vinoret.
Daou den deus a barous Pleuveur,
Ho daon e chom en Enez-Veur,
A deuz ar malheur recitet
Evel maz e bet arruet,
Part of RECIT Composet a neve var sujet eur Malheur erruet en parouz Pleuveur-Bodou, e miz c’houerver 1844