GUERZ war sujet ar re zo bet beuzet enn Perros-Guirec, hag ar re zo bet devet enn ty kear Crozon, bloavez 1882
- Ballad Title
- GUERZ war sujet ar re zo bet beuzet enn Perros-Guirec, hag ar re zo bet devet enn ty kear Crozon, bloavez 1882
- Indicated Tune
- Var eunn ton anavezet.
- Ballad Location
- Abbaye Saint Gwenolé, Landévennec, FV-L-21-0713
- Digital Source
- Kanouennoù eus Breizh moullet evit ar bobl, Dataeg follennoù distag (Breton songs on popular prints, Broadsheets database)
- Event Date
- 1882
- Event Location
- Perros-Guirec, Brittany, France
- Imprint
- Moulet e M. e ty ann itroun Haslé
- Printing Date
- 1883
- Printing Location
- Morlaix, France
- Printer Name
- Haslé
- Ballad Author
- Guillaume Merer
- Relevant Countries
- France
- Category
- Disaster and Wonder Ballads
- Sub-Category
-
Shipwreck Ballads
- Language
-
Breton Ballads
- Other Media
-
Transcript: GUERZ war sujet ar re zo bet beuzet enn Peros-Guirec
TRANSCRIPT:
Speret santel, men o ped,
Da zont da zigueri va speret,
Evit gallout dec'h discleria,
Da vretonnet ar vroman.
Ar sujet demeus ar malheuriou
A so erruet barz ho bro.
Breman po heus c’hoant da glevet,
Ar malheuriou so erruct.
Deus ar beure pa int savet,
En devez ma voa determinet
Ne sonjet get sur an dese,
E rankchent coll ho buez.
Breman c'han da lavaret
Annoiou ar vortolodet,
Tudal Guiomard, patron,
A vou ho perrissa er mor don ;
Guillaume Belec a Pierre Jégou.
Jeanne-Marie Hayedec a hano,
Pierre Thomas, an eil cabiten.
O deuz finisset o buez en anqen.
Yves Daniel, Joseph Daniel.
Assembles o deus eur maro crucl ;
Yves Periou capiten huel,
Noël Le Goff, novis annuel.
Seiz intanvez a vez gret,
A tri varnugent a vinoret,
Nag a c’lac’har hag a irvond
A so en Peros Guirec partout.
Evit ho eneou kaera graç,
A greis ho spouron hac a glas
He deu Jésus d’ho c’honsoli
D’ho kerc'hat dann env d'en veuli.
Uz ar vortolodet, eur sclerijen
Avoa bet guelet o tisgen
A so dis jennet voar ho bag
Evit querc’hat ho eneou mad.
Biscoas nint bed en glac'har,
Evel maont breman var an douar
Ho velet ar vortolodet a so beuzet,
Hac ho c’heren de a zo glac'haret.
Cri vije ar galon ma vezo deploret,
Ar mous kergen e dad lamet
Adieu, va sad, me ar bugel kes,
Min ranq perissa assambles.
Cri evije ar galon acri ma ne voelje,
O clevet kimiadi an eil eus eguile
Deus ar glac’har ac ar velanconi,
Gant ar vortolodet o veui.
Cais a dud a zo ho voela sur.
A greis ar joa e teu an displijadur,
Er sul variorc'h, en oferen bred,
E voa anved an dud beued.
Ac ar mamou zo bed desoled,
A toud an dud a zo glac'haret
Hac ho halonnou mantret,
Ha scuilla daélou ne get eb sujet,
A re so breman en fonç an dour,
Pedomp Doue do sicour;
Podomp asistanç on Doue,
Da gaout truez deus ho ene.
En pron an oféren bred, en ilis,
So bed lavaret eun Deprofondis,
Evit ma c'hefont da repos,
Gant Jesus-Christ da barados.
An autorite, a deus ordrenet,
Eur guest deze a vije gret,
Evit sicour ar vinoret.
Dre druez a zint bet soulajet.
Etre guenta s velas an tan goal
Evoant bet commancet da grial :
An eb so cousquet difunet
An tan goal so goel groget
Ar pompou siouas ne voa qet
Da laha an tan a voa croget
Eur bobl bras a dud so diredet
Evit guelet an tan a croget
Galvet a voa tud courajus
Da sicour an dud malheurus:
Evit gallout rei de sicour
Vije obtenet cals a recour.
Ractal evel mo deus clevet
Quichen an tan ind neur rentet
Vit discuel o ners o hourac'h
E-kichenn an tan voa ger bras
Prestic goude en em gavas
Eur population goull bras,
An narcherien an duc a lez.
Ec'h egeont d’an tan assambles.
Breman meus hoant da lavaret
Annoiou a re so bet devet,
Ac ar re so bet devet gant an tan.
Couls ar bras evel ar bian
An autrou najoint so goel ofanset
A so maro en hotel ar Bourdonnec
Oaget demeus augent vloas
Goude kals poan e perissas
Mérour d'Argol, Jaouen eilvet,
Postic, deus Tréberan an drivet,
Cariou, deus Braspart e ar bevar
Ar Bris d'Argol, a Turpin, Landevennec
A re a ouser ho hano a mous laret
Unnek so ne siouas dévet
A so unnek a ne entre bras a bian
Ac ho deus souffret ar miser an tan.
O ! aotrou sant Laurenç biniget
A hui alfe demp lavaret
Peguen cruel e ze ar poaniou
Pa renger devi e bars ar flamou
Cri vije ar galon a eri ma no voeljé
En quichen mairi Croson an eb a vije
Ho velet an tan goal qen fulorot
Ac unek en ne a so perisset
Ho clevet an dud o crial
Bars er prénecho e tan goal:
Adieu tad ha mam eme ar vugale.
Min ne neur velfomb qen on bué.
An tadou ar mammou glaharet
Ho vélet ho bugale en tan devet
Cri vije ar galon ma tenje da voëla
Ho halonnou so var arpoent da ranan
Pa voa annoncet do sud ar hélo
He carjent mont en douar gant-ho
Adalec en heur demeus a vreman
Betec a siouas an heur diveza.
E barspron en oferon bred en ilis
A eus lavaret evite un deprofondis
Evit ma halfont mont e bars er gloar
Pa hint devet e beo var douar
An entarament gante zo bet gret
Ac ho sud ac ho ligne so glaharet
Graç dezho da vont da repos
Da veuli 'n drindet er barados
Breman e teuan da finissa
Ar wers-ma deus-an truesussa.
Guillaume Merrer, en deus hi gret,
A souhet dech bara dous bepret.