RECIT Deus eur vag a zo bet chaviret o retorn deus a Loguivy bet en pardon an Dreindet hac a voa arri ar ganoul an esper dont da Bleuvian. Ar maleur-man a zo ariet ar bemp varn-ugent a vis ebrel 1858
- Ballad Title
- RECIT Deus eur vag a zo bet chaviret o retorn deus a Loguivy bet en pardon an Dreindet hac a voa arri ar ganoul an esper dont da Bleuvian. Ar maleur-man a zo ariet ar bemp varn-ugent a vis ebrel 1858
- Indicated Tune
- Catel Gollet
- Ballad Location
- Abbaye Saint Gwenolé, Landévennec, FV-L-08-p297
- Digital Source
- Kanouennoù eus Breizh moullet evit ar bobl, Dataeg follennoù distag (Breton songs on popular prints, Broadsheets database)
- Event Date
- 25/04/1858
- Event Location
- Loguivy, Brittany, France
- Imprint
- Moulet gant AR GOFFIK, e Lanhuon
- Printing Date
- s.d.
- Printing Location
- Lannion, France
- Printer Name
- Le Goffic
- Port of Origin
- Loguivy, France
- Intended Destination
- Pleuvian, France
- Cause of Shipwreck
- collision
- Number of Casualties
- 5
- Number of Rescued
- 6
- Relevant Countries
- France
- Category
- Disaster and Wonder Ballads
- Sub-Category
-
Shipwreck Ballads
- Language
-
Breton Ballads
- Other Media
-
Transcript: Recit
TRANSCRIPT:
Sperel santel me ho suppli
Reid breman ho c'hasistanç din
Ma rin cur recit truezus
llac a vo da gals exemplus.
Gwerc'hez Vari mam d'hon Zalver
Obtenet evit eur pec'her
Ar c'hras da alout disklerian
Ar malheuriou truesus man.
Au drivet sul goude ar Pasq
En hon bro eo an usaj
Mont da bardona d'an Dreindet
Eur plaç devot darempredet.
Evelse eur vag a Bleuvian
Commandet gant Pipi ar Morvan
Hac a nefoa pretantet mont di
Eu moraj her dre Lognivy.
Ouspen a voa accompagnet
Gant e vreur hac e c'huerezet
Oll voaint queren ha mignonet
Deus ar memeus contre cunec.
Monet a rejont deus ar beure
Goud a rent rê suit ar mare
Rac ho esperanç voa cavet
Ofern veure bars an Dreindet.
Hac en Loguivy pa arijont
Stagjont ho bag vour an taujon
Ha monet dre douar d'ar pardon
Da gat ofern gant devotion.
Hac evit e sitnation
Andreo Hamon deus a Beros
Eno medi ar goz Dreindet
Ze ra en parous Plairanec.
P'ho deus assistet d'an oferen
E teujont er mes da bourmen
Eur plaç laquejont da n'eum gat
Evit retorn are gant ar vag.
An dud man en defoa esperanç
Ober o zro gant dilijanç
Na sonjen quet er malheur
Vit dont ac'hanc d'ho demeur.
Pa c'herujont en Loguivy
Nem breparjont vit ambarqui
Confianç bras ebars an amzer
Hac avel vad da vont d'ar gaer.
Commancet defoant ho beaj
Vil retorn gant cals a gouraj,
Mes allas ar gouel avantur
A deuje d'ho rancontr assur.
Pa sevjont ar vouél ac'hane
Demeus a bel a voelet ane,
Eur gobar gant ho mignonet
So deut a ben rencontr dese.
Ar bos er bord ho deus bet tolet
Mes divoernian deus quet gret,
An delebomp ho tont en dro
A dro ar vag voar e gueno.
Homan a heo an extremite
Ar ganal e creis ar mare,
Eunec ho flojeal var an dour
Incapabl ar c'hanot d'ho sicour.
Mestr ar gobar gant e vreudeur
A essa appesi ar malheur,
Mes goude e oll bossubl groet
Pemp deus an dud man zo beuet.
Hoec'h ane so soveteet
Hac ar pemp al so bet beuet,
O Doue goassan calonnat
Vo homan priet mam ha tad.
An heur man a so d'he glac'harus
Hac ar beureman voaint joaüs,
Daon deus a re veuet so tapet
Hac an tri al niniquet cavet.
Pa dosteen da Ben-Alan,
D'ho bro en coste Pleuvian,
Ho mignonet a voa diredet
Da c'houl doare ar purdon oute.
Petra respondfet ma zud quez
N'eun evelep tristidiguez,
Sonjal en danjur ma zoc'h bet
Hac en glac'har tud ar re veuet.
En Pleuvian a vo glac'har
Nemert Doue ep quen ne voar,
Anton Vorvan en naufraj-se
A voa pevoar eus e vugale.
A pa glévo grouek ar Moullec
Penos he c'heo beuet e fried,
Pa sello ouz e c'houec'h buguel
Quen douç casi ve dezi mervel.
Libouban goz hac he briet
Pa glevfont vo ho merc'h benet,
Glac'har nefo an daou baour quez
Ho diou verc'h all so diou vudez.
Daou deuz aneze zo cavet
Hac a zo en douar biniguet,
Ho c'horf a repos en douar
Graç ma vo ho ineo er gloar.
Cals a c'hoberi n'eus draguet
Ho essa cavet an dut veuzet,
Mes na guever quet aneze
Doue da vo gant ho hine.
Chetu hanoïou an dut venet:
Guil ar Morvan, Guil ar Moullec
Neuse Louisan ar Marchant
Hac Angelic, merc'h Libouban.
Neuse Marivon ar Morvan
Tout voaint deus a Pleuvian,
Glac'har bras da berc'hen ar vag
Beuet e nisez hac he vab.
Are zo bei sovet er fin;
Pipi Morvan, Frances Tulpin,
Suez Morvan ha Jeanne-Mari,
Jeanne, merc'h da Bipi Nervé.
Neuse voa Carolinan Hernot
A chome an divezan voar flot,
Pa sellas ouz a re veuzet
E speret voe casi troublet.
Quement a neuz doujanç Doue
A dle pedin vit ho c'hine,
Sonjomp pa guiteomp ar gaer
N'omp quet exant deus a valheur.
N'eun recomandomp d'ar beden
Ounes eo ar gouellan moïen,
Ouspen ma c'he guir sceul an env
Eo guir esperunç ar vue.
Pa sonjan bars ar malheuriou
Ariet ebars ar meumeus bro,
Ober rin ar memor eus a n'e
Ma vo pedet vit ho c'hine.
O font d'an nod da Lanvode
Voa beuet pemb deus ar beure,
A seïs ebars en Toul-ar-Sten,
Seïs al en riblo ar Gleusen.
Tud devot pedet evite
Me recomand dec'h quement-ze,
Rac ho peden vo exauset
Gant Doue dre m'ho car parfet.