Gwerz War Ganv an "Hilda"
- Ballad Title
- Gwerz War Ganv an "Hilda"
- Indicated Tune
- An dukez Anna
- Ballad Location
- Abbaye Saint Gwenolé, Landévennec, FV-L-24-198
- Digital Source
- Kanouennoù eus Breizh moullet evit ar bobl, Dataeg follennoù distag (Breton songs on popular prints, Broadsheets database)
- Background Information
- https://en.wikipedia.org/wiki/SS_Hilda
- Event Date
- 22/11/1905
- Event Location
- Saint-Malo, France
- Imprint
- 30 a viz du 1905.
- Printing Date
- 1905
- Printing Location
- s.l.
- Printer Name
- s.n.
- First Line
- A Blistin da Blouescat, a-hed gant ar mor braz
- Ballad Author
- Dir-na-Dor (Yves Charles Marie Le Moal)
- Name of Ship
- Hilda
- Type of Ship
- steamship
- Port of Origin
- Southampton, England
- Intended Destination
- Saint-Malo, France
- Cause of Shipwreck
- storm, bad visibility, wrecked on rocks near harbour
- Number of Casualties
- 125
- Number of Rescued
- 6
- Category
- Disaster and Wonder Ballads
- Sub-Category
-
Shipwreck Ballads
- Language
-
Breton Ballads
- Other Media
-
Transcript: Gwerz War Ganv an "Hilda"
TRANSCRIPT:
A Blistin da Blouescat, a-hed gant ar mor braz,
Me a glev en dek parrouz kleier o tintan glaz;
Biskoaz miz du hirvouduz, o c’houlen pedennou,
Na veskaz moueziou ken trist gant klemm an aveliču.
Er barrouz hanvet Sant-Ka, damdost da Zant-Malo,
Eo sonet ar glaz kentan da embann ar c’helo;
Penoz zo bet c’hoarvezet evit Breiz eun darvoud
A lako en dek parrouz poan spered hag hirvoud?
En Sant-Ka, ’n toull ar vered, zo daouzek micherour,
Hag a boagn a gorf roched, ken tenn eo o labour
Kas pourchas d’ar re varo, dre ma voint digaset,
Bep a archedik dister, ha c’hoaz n’akwitont ket.
Tud a bep tu diredet, 'weler 'n eur hirvoudi,
O tastum korfou maro war an od d'archedi;
Lod-all, 'n kichen an anaon, 'zo o pedi Doue,
'N eur blansoni bokedou da lakat war o be.
Ma zeod a sklas em geno; krenan 'ra ma c'halon;
Piou 'badfe da dôl aman eur zellou dispouron?
O restôl korfou maro ar mor na ehan ket,
'Vel pa dlefe dislonkan kement torfed 'n euz gret.
Euz a greiz o be skrijus dek anaon 'zo tennet;
Mez dek-all 'zo ken buhan war an od astennet,
Ha du-hont, me wel n'oun ped o tont euz an dremwel
Da c'houl donezon eur be war douar Breiz-Izel.
A! na pebez kalonad d'an dud vad o c'hedal,
Gwelet bugale tener, goenvet rozen o zal,
Tud yaouank-flamm dismantret o gened, o yec'hed,
Korfou stlapet d'an ordaj 'vel brankou disklonzet;
Gwelet eur vam 'kreiz an dour ganti he c'hroudur,
An eil stag ouz egile gant liammou an natur;
He diouvrec'h endro d'ean a skoulmaz 'n eur vervel,
Hag e hun war he c'halon evel en e gavel.
Tud vad, hast 'ta rei d'e bep a blas er goudor;
Ken skwiz eo an anaon kez gant safar yud ar mor;
Ha te, ma zelen vihan, kân d'e 'vit aluzen
Eur werz trist 'vel o maro ha dous 'vel eur beden.
***
C'houec'h ugent 'oant partiet eux porz-mor Southampton;
En beo c'houec'h 'zo diskennet avar an douar breton ;
Mez ar re 'n euz ket tizet, 'n Ankou 'ra d'e gouelan;
Kollet deuz 'lec'h o bue pep plijadur bevan.
Lavaret 'devoa d'ar mor en eur gwitad Bro-Zaoz:
« Kas ac'hanomp prim d'ar gêr, d'Arvorik hon bro goz.
Hag e oant pignet el lestr, sperejou dizoursi,
0 kanan bep a zôn drant kement ha kimiadi.
–– « Glevez te ket, kamarad, ni 'n em gavo varc'hoaz,
Mar be bolante Doue, er ger holl didrabas,
Hag eno koz vignoned dastumet tro d'an tan,
Ni a rey bep a barti gant hon zud goude koan."
Koulskoude ar c’habiten na oa ket didrubuilh;
Ar vougen a oa teo-pok : glao hag erc'h gouee puilh,
Ken e chomaz war r bale da vêsa 'pad an noz :
Red eo bean war evez ouz ar mor braz, pa groz.
E vue 'oa tremenet war an dour pen-da-ben;
En oabl levr an amzeriou e oa kustum da lenn,
Ha na grede ket d'ean na war vor nag ochou,
E oa gwest an Ankou koz a e bakan 'n e bechou.
Mez 'vit gallout e dizan êsoc'h war ar reier,
An Enebour tro-war-dro 'vougaz ar goleier;
Pa zonje d'ar c'habiten 'oa gant e dol barrek,
Ar maro, krog en e zorn, e rene d'ar c'herrek.
An holl a oa kousket mik d'unnek eur pe wardro;
Ar Vretoned, 'n o hunvre, ''grede d'e oant 'n o bro,
Gant kerent pe vugale o hun 'n o zier plouz;
Dirisk, 'kreis douarou Breiz, e skeud an dero rouz.
Mez zouden eur strons euzus, eun drouz, eur vouez garo
O galvaz : « Savet broman, savet ! 'me ar Maro;
Savet breman, 'me ar Mor, breman ni renk gouren!
Allaz! allaz ma Doue ! na dister tra eo 'n den!
Al lestr, toullet he c'hoste, a losk eur glemmaden:
Tec'het ha tec'het buhan dirag fas an Anken!
Pelec'h tec'hel ha penoz zovetad e vue,
Pa n'euz en nep lec'h sikour nag en nep lec'h true?
Aze, stok, an tarziou-mor a ziruilh er c'herrek,
'Vel eur bagad kounnaret a chas-klanv o redek;
Ar vein war al lestr a grog, 'vel dent o rigonsad:
«Me zo prest, 'me ar morgoue; deut oc'h-hu, potred vad?"
Neuze, war o zremenvan, 'kreiz an denvalijen,
Na golo war an douar, nag en nê stereden,
Ar fe, golo binniget, a baraz 'uz d'o fenn,
Ha Doue hag ar Werc'hez roaz d'ê sklerijen.
Ar mor 'neuz e Stereden ha na guz gwech ebed,
Anat, en kreiz an arne, da lagad nep a gred:
Bretoned paour, p'he gweljoc'h war doull porz an nenvou,
Hoc'h ineou 'gimiadaz diboan euz ho korfou.
War al lestr damgoueledet e save c'hoaz klemmou,
Kri-forz ar vugaligou la klemvan ar mammou;
Ar Vretoned a bedaz: « Doue! O espernet!
Ni 'zo kaled ouz ar boan ; ar re-man nah int ket."
Mez ar beden-man, siouaz, a oe gret en aner;
Ar mor an euz distaget gante eun tôl pounner,
Frailhet al lestr en tri fez, hag ar blei 'n euz mouget
An oaned hag o mammou koulz hag an holl denved.
Darn, en beg ar wern uhel bet pignet hanter-noaz,
A chom eno da skornan, daouzek eur war o c'hroaz;
Darn-all 'zo lonket ha darn flastret war ar reier,
Pe stonket gant an tarziou a sko, vel skourjeier.
Penoz 'ta! Ar c'herent paour kousket 'n o gwele kloz,
Nan int ket bet dihunet gant o mouez, kreiz an noz?
Penoz an ineou kez, o kwitad ar bed-man,
N'int ket en toull o zier bet klevet o ouelan?
***
En Plougoulm hag en Rosko, Cleder ha Plouescat,
E oa, d'ar zul ar beure, abred an dud war droad:
« Achu eo hon finijen, 'me mammou ha grage,
Fin vo d'imp d'huanadi rôg ma vo noz fete.
Arsa 'ta, bugaligou, pa lak e boan ganac'h,
Pedet Doue 'vit ho tad, ma chomo beo ha yac'h;
Pedet Doue 'vit ho tad ha 'vit ho preur henan,
Mo gwelin o-daou, e-berr, ken sard hag ho kwelan.
Allaz, greg, du-hont en od, 'barz an eur ma komzet,
'Zo danzeet evidoc'h eur pred c'houero meurbed ;
Hirie c'houi po 'n ho pue ar C'halvar hag ar Groaz...
Ar mor zo 'paouez lazan ho pugel hag ho kwaz.
Pa oe brudet ar c'helo 'oa kollet an Hilda,
Mammou, breudeur ha grage a nijaz da Zant-Ka...
Eno, dirag an iliz, a dra zur e redaz
Daero euz ar re dristan 'zo bet skuilhet biskoaz.
Eur vam, da gorfik he mad, reudet war he barlen,
A gont nag e vo hepdan kaled he finijen ;
Aboue ma oa partiet, nag a wech 'deuz gouelet ;
'N eur ouelan e lavar c'hoaz : « Ho polante bet gret!»
Eun all mantret he zellou war eur c'horf archedet :
« Ne ket eur gwele kanvo am oa 'vidoud aozet! ..
Ma Doue! ma oan laouen o tont d'hen digemer,
C'houi'oar!.. Perag 'ta 'peuz ket e lezet dont d'ar gêr?»
Eun tad, en eur daoulinan, a c'halv c'hoaz e vibien:
« Medalen ho pask kentan 'peuz miret 'n ho kerc'hen;
Bugale, piou a glemfe, pan êt d'ar baradoz?
Pedet, ma 'c 'h in davedoc'h hep'dale da repoz! »
Evelse, 'vel ïoul fresk skuilhet war eur gouli,
Doujans ha fe ar c'hristen a deu d'o frealzi,
A zistân o c'halono, hag a ra d'ê tanvad
Ar vadelez a Zoue e-kreiz o c'halonad.
Gwelet int bet o tremen war riblen an henchou,
Gant pevar ugent arched 'n o rôg a goubladou ;
O zellou warzu an ne, e kerzent hep flach tam,
An natur plaget d'ar fe ; d'imp-ni pebez estlamm!
Savomp eta, Bretoned, hon fenn dreist d'ar goabren!
Kerzomp, kerzomp, Bretoned, hon zal er sklerijen!
Nep a vag eur fe galed a gav joa 'n e c'hlac'har;
Nep a stou dirag Doue, n'hall netra hen diskar.
Rôg klozan ar werz klemmuz zavet 'ur d'ar beiou
'Lec'h eo kousket hon breudeur troc'het berr o deiou,
Goullomp d'e gant hon feden repoz leun a dudi,
Hag astennomp d'ar re veo hon dorn d'o c'honforti.
Dir-na-Dor
30 a viz da 1905.
Part of Gwerz War Ganv an "Hilda"