GUERZ AN HILDA C’huec'h ugent den beuzet e kichen Sant-Malo, En ho mesk pevar ugent Breton deuz Leon.
- Ballad Title
- GUERZ AN HILDA C’huec'h ugent den beuzet e kichen Sant-Malo, En ho mesk pevar ugent Breton deuz Leon.
- Ballad Location
- Abbaye Saint Gwenolé, Landévennec, FV-L-21-0642
- Digital Source
- Kanouennoù eus Breizh moullet evit ar bobl, Dataeg follennoù distag (Breton songs on popular prints, Broadsheets database)
- Background Information
- https://en.wikipedia.org/wiki/SS_Hilda
- Event Date
- 20/11/1905
- Event Location
- Saint-Malo, France
- Printing Date
- s.d.
- Printing Location
- [Quimper, France]
- Printer Name
- [Kerangal]
- First Line
- An heur-waleur siouaz a zo
- Ballad Author
- P. Kolaik
- Name of Ship
- Hilda
- Type of Ship
- steamship
- Port of Origin
- Southampton, England
- Intended Destination
- Saint-Malo, France
- Cause of Shipwreck
- storm, bad visibility, wrecked on rocks near harbour
- Number of Casualties
- 125
- Number of Rescued
- 6
- Category
- Disaster and Wonder Ballads
- Sub-Category
-
Shipwreck Ballads
- Language
-
Breton Ballads
- Other Media
-
Transcript: Guerz an Hilda
TRANSCRIPT:
An heur-waleur siouaz a zo
Atao, bepred o vont en dro
Hag o skei bemdez heb paouez
Neur c'horn bennag war an dud kez.
Ne glever mui o komzeal
Nemet euz a zarvondou fall
Euz ar gwal heuriou a erru
Atao bemdez en tu pe du.
Ar vech-ma siouaz tud hor bro
Zo skoet heb truez d'ho zro
Gant eun darvoud ar spountussa
A zo bet guelet dre ama.
D'an driouec'h devez a viz Du
E kreiz an noz tenval ha du
Al lestr Hilda tont deuz Bro-Zaoz
Zo bet beuxet e-kreiz an noz.
Ha warnez-hi kant tregont den
Akuipaj ha beachourien
Beuzet holl siouaz nemet c'houec'h
Heb sikour ebet deuz neb lec'h.
N'ho mesk pevar ugent Breizad
Euz Kastel-Pol ha Plouescat,
Euz Kleder, Treflez ha Rosko
Hag ar paressiou tro war-dro.
Ar re-man oa kustum bep bloaz
Da vont a vandennadou braz
Da Vro-Zaoz da verza ognon
A zo kalz e kostez Leon.
Hag e oant o tistrei d'ar ger
Laouen a galoun ha seder,
Mal braz warnez-ho da velet
Ho zud hag ho bro benniget.
Ne zonjen ket siouaz dez-ho
Oant vont var eon d'ar maro
Ha ne veljont mui ho zud kez
Araok ma golfont ho buhez!
Partiet d'ar guener d'an noz
Euz porz Sonthampton, euz Bro-Zaoz
Hint gle beza e Sant-Malo
D’an de warlerc'h gant al lano.
Mez d’ar zadoro vintin siouaz
Eun avel foll a zirollaz!
En eur zevel ar goagennou
Uz d'al lestr evel menesiou!
Houman e oa vel eur bluenn
Tol ha distol gant ar froudenn
Euz beg an eil goagen d'eben
Vel pa nije stur ebet ken.
Na re nemet bransigellet
Bepred war poent beza lounket
Ken kre all c'houeze an avel
Diwar zu douar Breiz-Izel.
Derc'hel mad reaz goulskoude
Penn d’an diroll epad an de,
Mes siouaz an noz a dosta
Hag ar mor a ia war voassa!
Onspen-ze tre ma tosteaz
An danger ivez a greskaz
Abalamour d’ar c'herek zo
En dro da borz-mor Sant-Malo.
Ne oa mui evit douari
D’an heuriou oa gleet dezhi
O veza bet dalc'het re bell
E kreiz ar mor gant an avel.
Hag an noz teuaz warnezhi,
Bun noz tenval e pehini
Ar glao, ar grizil, ar c’hrazac'h
A re ken du hag en eur zarc'h.
Ne oant ket 'vit guelet netra
En dro dezho 'vit ho hencha,
Sklerijen na tour-tan ebet
Vit gouzout dre belec'h monet !
Souden, koin al lestr a stokaz
Euz eur garrek gant eun trouz braz,
Hag al lestr a c'harp n’eun tol krenn
En eur grena 'vel eun delienn!
Toullet siouaz gant ar roc'h-vor,
Ebarz n'he c'hreiz anter zigor,
An dour-mor a zaillaz ractal
War an dud kez en eur iudal !
Ar c'habiten laraz neuze :
«Na spountet ket en han' Doue,
Distaget ar hagou,biban
Ha tec'het warnezho buan!»
N'oa ket echuet he gomzou
Oant goloet gant ar goagennou!
Hag tud, lestr, ha bagou ieaz
Ractal da wouelek ar mor braz!
Eun neubeut c'hellaz gouskoude
Kemer eur vag, mez sionaz d'he,
Pe du monet, pe goste trei
Evit gallout n'em zavetei!
Rag onspen ma ne velont ket
N'ouzont doare na c'hent ebet
Dre greiz ar mor hag araok pell
Siouaz dezho renkont mervel!
Eun neubeut all bignaz n'eur bern
Er beg huella deuz eur wern
Pehini jome mez an dour
An esper iaffer d’ho zikour.
Mez an amzer a oa ken kri
Ken a skorne ho izili,
Hag kalz a gouezaz raog an de
Er mor an eil goud egile!
Lod all varvaz skornet, sklasset,
Hag jom à istribill bepred
Vel pa vijont bet en bue,
Na pebeuz maro didrue!
Antronoz vintin lěstr Ada,
O vont da Vro-Zaoz dre ama,
Ho guel n’eur blokad uz ar mour
Ha gas tud evit ho zikour!
Mez pebeuz heuz ha pebeuz spont
N’ho deuz ket siouaz pa velont
E oa maro kalz anezho
Hag int a istribili atao!
C'houec'h hebken e oa he buhe :
Louis Rozec deuz Plouzevede,
Pol-Mari Penn, Jean-Louis Mouster
Ha Tanguy an Aet deuz Kleder.
Ollier Karoff deuz Rosko
Hag eur Zaoz, Grunsler he hano,
Pemp Breizad, hâg an diveza
Kenta taner var an Hilda.
An Ada o c'hassaz ractal
Da Zant-Malo d'an hospital.
Ha ganthi neuzecoa klevet
Ar c'helou truezuz meurbet
Al lest Hilda korf ha madou
Beuzet war reer an Doriou
E kichen pors-mor Sant-Malo
Gant kant tregont den pe war-dro!
Deuz Sant-Malo ieaz neuze
Bagou er mor e peb koste
Da velet hen nijen kavet
Lod euz korfou ar re veuzet.
Mez poulzet gant avel gontrol
Ha gant ar goagennou diroll,
Ar c'horfou beuzet a ieaz
Pelloc'h, war-zu douar Sant-Cast.
Neuze ar mor evel skuizet
Euz ho derc'hel n'he zour sklasset
Ho distaolaz vel gant konnar
A bakadou war an douar!
Kri e oa an den na vouele
E Sant-Cast an deveziou-ze,
O velet an iliz karget
Digant korfou ar re veuzet !
O velet an iliz karget
Hag eur pez toul kreiz ar veret
Vit lakat ar re na vijen
Ket goulennet gant ho c'heren !
Kri ivez neb oa ket mantret,
O velet tud ar re veuzet
O n’em strinka war ar c’horfou
Hag ho guelc’hen gant ho daelou !
Krioc'h ve c'hoaz neb dremen-fe
Dre vro Leon ma ne raffe
Eur zel a dru deuz ar paour-kez
Neuz mui den souten he vuhez!
Rag ped ha ped all n'ho deuz ket
Kollet eur mab, pe eur pried
Hag n'en doa sionaz nemet-ho
Evit gounit bara dezho !
KOLAIK P
Tous droits réservés.